Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Marc 10:29 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Ha Jesus a respontaz: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos n’euz den hag hen deuz dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe vreg, pe vugale, pe douarou, abalamour d’in ha d’an Aviel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Jezuz a respontas: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos n’eus den en defe kuitaet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d’an Aviel,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Marc 10:29
13 Iomraidhean Croise  

ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou.


Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel.


Mes klaskit da genta rouantelez Doue hag he justis, hag an holl draou‐ze a vezo roet deoc’h ouzpen.


Rag piou‐benag a fello dezhan savetei he vuez, he c’hollo; mes piou‐benag a gollo he vuez abalamour d’in ha d’an Aviel, hennes a zaveteo anezhi.


Hag hen a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’euz hini hag hen deuz dilezet ti, pe dad ha mam, pe vreudeur, pe vreg, pe vugale, abalamour da rouantelez Doue,


Ha kement‐se holl a ran abalamour d’an Aviel, evit ma c’hellin kaoud lod enhan.


Gouzanvet ec’h euz bet, hag ec’h euz bet patianted, hag ec’h euz labouret evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet a gourach.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan