Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 9:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Pa oa an deiz o commans da izellaad, an daouzec a dostaaz outhan, hag e lever‐jont dezhan: Kas kuit ar bobl‐ze, evit ma’z aint er c’heariou ha var ar meziou tro‐var‐dro, da loja ha da gavoud boued; rag en eul leac’h dezert emaomp aman.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Evel ma’c’h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù hag er c’hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec’h distro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 9:12
13 Iomraidhean Croise  

Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.


Mes hen na respontaz ger e‐bed dezhi. Hag he ziskibien a dostaaz, hag a bedaz anezhan, en eur lavaret: Kas anezhi kuit, rag crial a ra var hon learc’h.


Neuze Jesus a c’halvaz d’he gavoud he ziskibien, hag a lavaraz dezhe: Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo emaint ganen, ha n’ho deuz netra da zibri; ha na fell ket d’in ho c’has kuit var iûn, gant aoun ne vankfe ho nerz dezhe en hent.


Ar bobl, o veza klevet kement‐man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.


Mes hen a lavaraz dezhe: Roit boued dezhe hoc’h‐unan. Hag int a respontaz: N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl‐man;


Goude‐ze, Jesus a dremenaz en tu all da vor Galile, a c’halver ive mor Tiberiad.


Rag gouzoud a ran penaos kement‐se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus‐Christ,


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan