Sant Lucas 9:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)10 Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a‐gostez, en eul leac’h dezert, e‐kichen eur gear galvet Bethsaïda. Faic an caibideilBibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida. Faic an caibideil |