Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 8:43 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

43 Neuze eur vreg, pehini a oa klanv gant an dioada abaoe daouzec vloaz, hag he doa dispiniet he holl vadou gant medeusinet, hep gallout beza pareet gant hini e‐bed,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

43 Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 8:43
22 Iomraidhean Croise  

Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re; mes hou‐man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva.


E pe leac’h‐benag ma ve pa grog enhan, e vez stlapet d’an douar ganthan; ne ra nemed eonenni, skrigna he zent, ha dizec’ha; hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit; mes n’ho deuz ket gallet.


setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz; daou‐bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna.


Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h‐man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz?


Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear‐ze, hag a oa possedet abaoe pell amzer gant drouk‐sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou.


rag beza hen doa eur verc’h pen‐heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel. Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl.


a dostaaz outhan a‐dreg he gein, a douchaz ar bord euz he zae; ha kerkent ec’h ehanaz he dioada.


Evel ma oa Jesus o tremen, e velaz eun den hag a oa dall abaoe he c’hinivelez.


mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaou‐lagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he‐unan.


Ha bez’ e oa eun den kam abaoe ma oa ganet, hag a vije digasset, ha lakeat bemdez e‐tal dor an templ, galvet an nor Gaer, da c’houlen an aluzen digant ar re a antree en templ.


Rag an den a oa bet pareet dre ar miracl‐ze, hen doa tremen daou‐ugent vloaz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan