Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 7:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit: Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Mab an den a zo deuet o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavarit: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 7:34
13 Iomraidhean Croise  

Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva; hag e leveront: Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.


Rag mar na garit nemed ar re ho kar, pe seurt recompans ho pezohu? Ar bublicaned ha na reont‐hi ket ive kement‐se?


e leverjont d’he ziskibien: Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall?


E oa c’hoas o komz, pa deuaz eur Farizian d’hen pedi da vond d’he lein ganthan; ha Jesus a antreaz hag en em lekeaz ouz taol.


Jesus o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e‐touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.


Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare: An den‐man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.


Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.


Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe.


Rag Ian ar Badezour a zo deuet, hep debri bara, nag eva gwin; hag e livirit: Eun drouk‐spered a zo enhan.


Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he holl vugale.


Eur Farizian, o veza pedet Jesus da zond d’he di da zibri assambles ganthan, ez eaz en ti ar Farizian‐ze, hag en em lekeaz ouz taol.


Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan.


Ha Jesus a oa ive pedet d’an eured gant he ziskibien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan