Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 19:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 ha distruja a raint ac’hanoud te ha da vugale a zo o choum enoud, ha ne lezint ket enoud an eil mean var egile abalamour n’ec’h euz ket anavezet an amzer m’az oud bet bizitet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 19:44
19 Iomraidhean Croise  

Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret.


Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhan: Gwelet a rez‐te an edifisou kaer‐ze; na vezo lezet mean var vean hep na vezo diskaret.


Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl,


dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h,


Oh! ma’z pije anavezet, da vihana en deizman a zo d’id, an traou a zell ouz da beoc’h! mes breman emaint kuzet ouz da zaou‐lagad.


Hag e sellit euz an traou‐ze! Dond a rai an deiziou ma ne vezo ket lezet enhan an eil mean var egile heb beza diskaret.


o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan