Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 18:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a lavaraz ive ar barabolen‐man, evit diskouez ez eo red pedi bepred, hag hep skuiza:

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 18:1
26 Iomraidhean Croise  

Rag an hini a c’houlen, a receo, hag an hini a glask, a gav; hag an hini a sko, e vezo digoret dezhan.


Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.


Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden.


Dre‐ze, o veza ma hon euz ar garg‐man hervez an drugarez a zo bet great deomp, na gollomp ket a gourach;


Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza.


o pedi bepred gant pep seurt peden ha supplication dre ar Spered; o veillia var gementse gant pep perseverans, hag o pedi evit an holl Zent,


Na vezit sourciet gant netra, mes, en peb occasion, lakit ho koulennou dirag Doue, dre bedennou ha supplicationou gant actionou a c’hras, hag ar peoc’h a Zoue,


Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur‐c’hreat en holl bolontez Doue.


Kendalc’hit da bedi, ha bezit aketus d’hen ober gant actionou a c’hras;


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan