Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 16:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ar mestr a roaz meulodi d’ar mevel disleal‐ze dre ma oa bet habil en kement‐se; rag bugale ar bed‐man a zo finnoc’h en ho generation, eged bugale ar sclerijen.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar mestr a veulas ar merour disleal-se abalamour m’en doe graet-se gant furnez. Rak bugale ar c’hantved-mañ a zo furoc’h eget bugale ar sklêrijenn e-keñver o rummad o-unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 16:8
23 Iomraidhean Croise  

Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes piou‐benag a gomzo a‐enep ar Spered‐Santel na vezo pardonet dezhan, nag er bed‐man, nag er bed da zond.


Per a lavaraz: Digant an estranjourien. Jesus a respontaz dezhan: Ar vugale ’ta a zo kuit d’ho faea.


An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz.


Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez.


Goude‐ze e lavaraz da unan all: Ha te, pegement a dleez‐te? He‐man a lavaraz: Kant muzurat gwiniz. Hag ar mevel a lavaraz dezhan: Kemer da villet, ha gra d’in eur billet a bevar‐ugent.


Hag an Aotrou a lavaraz: Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust‐se.


Jesus a respontaz dezhe: Bugale ar bed‐man a zimez, hag a ro da zimezi.


Mes ar re a vezo kavet dign da gaout lod er bed da zond hag en resurrection ar re varo, na zimezint ket ha ne roint ket da zimezi.


E‐pad ma hoc’h euz ar sclerijen, credit er sclerijen, evit ma viot bugale ar sclerijen. Jesus a lavaraz an traou‐ze, ha goude ez eaz kuit hag en em guzaz outhe.


Diwallit na zeufe den d’en em drompla he‐unan. Mar d’euz unan‐benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed‐man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur;


Rag gwech‐all e oac’h tevalijen, mes breman ez oc’h sclerijen en Aotrou; baleit evel bugale ar sclerijen;


ar fin euz ar re‐ze a vezo ar gollidigez; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar.


rag c’houi a zo holl bugale ar sclerijen, ha bugale an deiz; n’omp ket euz an noz, nag euz an devalijen.


Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiach royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus;


En kement‐se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou‐benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan