Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 16:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Evel‐se ma n’ed oc’h ket bet fidel er madou injust, piou a fizio enoc’h ar madou gwirion?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Mar n’hoc’h ket bet eta feal er madoù direizh, piv a fizio ennoc’h ar madoù gwirion?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 16:11
9 Iomraidhean Croise  

Den e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h?


Ha me a lavar deoc’h: Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel.


Jesus, o klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Mankoud a ra d’id eun dra c’hoas; gwerz kement ec’h euz, ha ro‐hen d’ar beorien, hag e pezo eun tenzor en env; ha neuze deuz, hag heuil ac’hanoun.


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


Selaouit, va breudeur muia‐karet; ha n’hen deuz ket Doue choazet ar beorien euz ar bed‐man da veza pinvidic er feiz hag heritourien euz ar rouantelez hen deuz prometet d’ar re a gar anezhan?


Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan