Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 15:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare: An den‐man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 15:2
12 Iomraidhean Croise  

Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva; hag e leveront: Setu eun debrer hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned, ha d’ar bec’herien. Mes ar furnez a zo bet justifiet gant he bugale.


e leverjont d’he ziskibien: Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall?


Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen‐man:


Hag ar re holl a velaz kement‐se a vurmure, o lavaret e oa eat en ti eur pec’her da loja.


Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien: Perag e tebrit‐hu hag ec’h evit‐hu gant publicaned ha tud a vuez fall?


Mab an den a zo deuet, o tibri hag oc’h eva, hag e livirit: Setu aze eun deber hag eun ever, eur mignon d’ar bublicaned ha d’ar bec’herien.


Ar Farizian pehini hen doa pedet anezhan, pa velaz kement‐se, a lavaraz enhan he‐unan: Ma vije an den‐man eur profet, ec’h ouvezje piou eo ar vaouez a douch outhan, ha penaos ez eo eur plac’h a vuez fall.


hag a lavare: Antreet oud bet e ti tud dicirconcis, hag ec’h euz debret assambles ganthe.


Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re‐man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset.


Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan