Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Lucas 12:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Pa veot kasset er sinagogou, dirag ar barnerien, hag an dud a c’halloud, n’en em lakit ket en poan da c’houzout penaos respont evit en em difen, na petra ho pezo da lavaret;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Pa viot kaset er sinagogennoù, dirak mestroù ar vro hag ar re c’halloudek, n’en em lakait ket en poan eus an doare ma respontot evit ho tifenn nag eus ar pezh ho po da lavarout,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Lucas 12:11
14 Iomraidhean Croise  

Dre‐ze, setu, e kassan deoc’h profeted, tud fur ha Scribed; c’houi a lazo hag a grucifio lod; a skourjezo lod all en ho sinagogou, hag a bersecuto anezhe deuz an eil kear d’eben.


Abalamour da ze hen lavaran deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra a zebrot, ha petra a evot; nag evit ho corf, petra a wiskot. Ha n’ed eo ket ar vuez muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad?


Ha piou ac’hanoc’h‐hu gant he zourci a helfe creski he vent euz a eun ilinad hepken?


Ha perag oc’h‐hu en sourci divarben ar wiskamant? Deskit penaos e cresk lili ar parcou; na labouront ket, na nezont ket.


Na vezit ket eta en sourci, o lavaret: Petra a zebrimp‐ni? pe, petra a evimp‐ni? pe, gant petra en em wiskimp‐ni?


Rag‐se na vezit ket en sourci gant an deiz varlearc’h; rag an deiz varlearc’h hen devezo soagn euz ar pez a zell outhan. Da bep devez ez eo awalc’h he boan.


Neuze e lavaraz d’he zizkibien: Rag‐se, me a lavar deoc’h: Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan