Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 7:23 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Mar bez circonciset eun den deiz ar sabbat, evit miret lezen Moises, perag oc’h euz‐hu droug ouzin‐me, abalamour ma’m euz roet ar iec’hed da eun den deiz ar sabbat?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Mar bez amdroc’het un den d’an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac’hanon abalamour ma em eus yac’haet un den penn-da-benn d’an deiz sabad?

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 7:23
9 Iomraidhean Croise  

Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat?


Ar Farizianed, o velet kement‐se, a lavaraz dezhan: Setu da ziskibien oc’h ober ar pez n’eo ket permetet da ober da zeiz ar sabbat.


Pe c’hoas, n’hoc’h euz‐hu ket lennet el lezen, penaos en deiziou ar sabbat, ar veleien a dor ar sabbat, en templ, hag a choum koulskoude divlam?


Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet: Hirio ema ar sabbat; n’eo ket permetet d’id kas ganez da vele.


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Eun dra em euz great, hag ho laka holl souezet.


Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan