Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 3:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec’h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 3:14
16 Iomraidhean Croise  

Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou‐man holl.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Al lern ho deuz toullou, ha lapoused an env neiziou; mes Mab an den n’hen deuz ket a leac’h evit harpa he ben.


ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet.


Kement‐man a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar gomz hen doa lavaret Jesus, o tiscleria dre be seurt maro e tlie mervel.


Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env; mar deu unan‐benag da zebri euz ar bara‐man, e vevo da viken; hag ar bara a roin‐me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan