Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 15:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Evel ma hen deuz va Zad karet ac’hanoun, em euz ive ho karet; choumit em c’harantez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Evel m’en deus an Tad va c’haret, em eus ivez ho karet. Chomit em c’harantez.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 15:9
9 Iomraidhean Croise  

An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa.


Den e‐bed n’hen deuz brassoc’h karantez eged an hini a ro he vuez evit he vignoned.


Ha me em euz great dezhe anaoud da hano, hag hen rei a rin da anaoud dezhe, evit ma vezo enhe ar garantez gant pehini ec’h euz va c’haret, ha ma vezin me va‐unan enhe.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


o veza griziennet ha fontet er garantez, ma c’hellot compren, assambles gant an holl zent, petra eo al lec’hed, an hed, an dounder hag an huelded,


Breman eta, bugaligou, choumit enhan, evit ma hon devezo fizians, pa zeuio, ha n’hor bezo ket a vêz dirazhan en he zonedigez.


Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h‐unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered‐Santel,


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan