Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 15:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma choumo va joa enoc’h, ha ma vezo peur‐leuniet ho choa.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 15:11
21 Iomraidhean Croise  

ha lazit anezhan; ha debromp hag en em rejouissomp;


Mes redmad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez; kollet e oa, ha setu hen kavet.


hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziouskoaz;


ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe: En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet?


Bete vreman n’hoc’h euz goulennet netra em hano; goulennit, hag e recevot, evit ma vezo peurleuniet ho choa.


An traou‐man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun; afflictionou ho pezo er bed; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe.


An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


Ra zeui eta an Doue a esperans d’ho karga a bep seurt joa ha peoc’h, er feiz, evit ma creskot en esperans, dre c’halloud ar Spered‐Santel.


Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll; mes bezit leun euz ar Spered;


Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz,


pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar,


Ha ni a scriv an traou‐man deoc’h, evit ma vezo parfet ho joa.


Petra‐benag m’am boa kalz a draou da scriva deoc’h, n’e ket fellet d’in hen ober gant paper ha liou: mes esper em euz da vond beteg enoc’h, ha da gomz ouzoc’h genou ouz genou, evit ma vezo hor joa parfet.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan