Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 15:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Me eo ar gwir winien, ha va Zad eo ar gwinienour.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Me eo ar winienn wirion ha va Zad eo ar gwinier.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 15:1
28 Iomraidhean Croise  

Mes hen a respontaz: Kement planten ha n’eo ket bet plantet gant va Zad celestiel, a vezo dic’hriziennet.


Rag rouantelez an envou a zo henvel ouz eur pentiegez hag a ieaz er meaz beure‐mad da c’hopra labourerien evit he winien.


Selaouit eur barabolen all: Bez’ e oa eur pen‐tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en‐dro dezhi; kleuzi a reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour; goude‐ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj.


Jesus a gommansaz neuze da gomz outhe dre barabolennou: Eun den, emezhan, a blantaz eur winien, a lekeaz eur c’harz en‐dro dezhi, a doullaz enhi eur plas evit eur waskerez, hag a zavaz eun tour, ha goude beza he roet en feurm da verourien, ez eaz kuit.


Lavaret a reaz ive ar barabolen‐man: Eun den hen doa eur vezen‐fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e‐bed.


Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus‐Christ.


Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed.


Hen a lam kuit kement branc a zo enoun ha na zoug ket a frouez; hag a neta kement hini a zoug frouez, evit ma tougo c’hoas muioc’h a frouez.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Moises n’hen deuz ket roet deoc’h bara an env; mes va Zad a ro deoc’h ar gwir vara euz an env.


Rag va c’hig a zo en gwirionez eur vagadurez, ha va goad a zo en gwirionez eun evach.


Mes mar d’eo bet diskolpet unan‐benag euz ar brancou, ha te, gwezen olivet sauvach, mar d’oud bet greffet en ho flas, ha mar d’oud deuet da gaoud lod er c’hrizien hag er mêl euz ar vezen olivet,


Rag ni a zo labourerien assambles gant Doue; c’houi eo park Doue, batis Doue.


Koulskoude, e scrivan deoc’h eur gourc’hemen nevez, ar pez a zo gwir enhan hag enoc’h, rag an devalijen a dremen, hag ar gwir sclerijen a zo dija o lugerni.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan