Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 14:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Credit ac’hanoun, pa lavaran emoun en Tad, hag ema va Zad enoun; pe da vihana, credit ac’hanoun abalamour d’an oberou‐ze ho‐unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Kredit ac’hanon pa lavaran ez on en Tad hag emañ an Tad ennon. Kredit ac’hanon da vihanañ abalamour d’an oberoù-se o-unan.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 14:11
11 Iomraidhean Croise  

Jesus a respontaz dezhe: Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a‐beurz va Zad; evit pehini anezhe e veinit‐hu ac’hanoun?


Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma c’hanavezot ha ma credot ema an Tad enoun ha me enhan.


Ha na gredez‐te ket penaos emoun en Tad, hag ema an Tad enoun? Ar c’homzou a lavaran deoc’h, na lavaran ket anezhe ac’hanoun va‐unan, mes an Tad pehini a choum enoun, a ra an oberou a ran.


En deiz‐ze ec’h anavezot emoun em Zad, ha c’houi enoun, ha me enoc’h.


Mes me em euz eun testeni brassoc’h eged hini Ian; rag an oberou hen deuz roet va Zad d’in da ober, an oberou‐ze a ran, a rent testeni ac’hanoun, penaos ez oun bet digasset gant va Zad.


Tud a Israel, klevit ar c’homzou‐man: Jesus a Nazaret, an den‐ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h‐unan;


Doue he‐unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered‐Santel, hervez he volontez.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan