Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 11:53 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

53 Adaleg an deiz‐ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d’ar marv.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 11:53
22 Iomraidhean Croise  

Var gement‐man ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz evit gouzout penaos e rajent da goll anezhan.


Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Ha den na hellaz respont eur ger dezhan; hag adaleg an devez‐ze den na gredaz ken hen interroji.


hag en em guzuljont evit tapout Jesus dre finesse hag hen lakaad d’ar maro. Mes lavaret a reant:


Hogen, prinsed ar veleien, ar re Ancien, hag an holl Sanhedrin a glaske eun desteni faoz benag a‐enep Jesus, evit hen lakaad d’ar maro.


Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlie di‐gouezoud daou zevez goude; hag ar Scribed a glaske an tu da gemeret Jesus dre finessa ha d’hen lakaad d’ar maro.


Hag ar Farizianed, o veza eat er meaz, en em guzuliaz rag‐tal gant an Herodianed a‐enep dezhan, evit gouzout petra da ober evit hen koll.


Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou?


Ha prinsed ar veleien en em guzuliaz evit lakaad ive Lazar d’ar maro,


Goude an traou‐ze, Jesus a valee dre ar Galile, rag ne felle ket dezhan choum er Jude, abalamour ma klaske ar Judevien hen lakaad d’ar maro.


O klevet kement‐se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro.


Eun neubeud amzer goude, ar Judevien en em guzuliaz assambles evit lakaad Saul d’ar maro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan