Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Sant Ian 1:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Hag ar sclerijen he deuz lugernet e‐kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n’he deus ket he degemeret.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Sant Ian 1:5
10 Iomraidhean Croise  

ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boczel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti.


Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet.


evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.


Hag, evel n’ho doa sourci e‐bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus.


Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan