Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Galated 1:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus‐Christ, o vond ker buhan da eun aviel all;

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Souezhet on ho pefe dilezet ken buan an hini en deus ho kalvet da c’hras Krist evit heuliañ un aviel all,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Galated 1:6
33 Iomraidhean Croise  

Rag, mar teufe unan‐benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz‐ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm.


Exhorti a ran ac’hanoud, evel m’em euz great dija pa guitaiz Macedonia, da choum en Ephesus evit recommandi da eur certen tud diwall da brezeg eun doctrin estranjour,


Rag, ha pa ho pefe deg mil mestr er C’hrist, n’ho pefe ket koulskoude meur a dad; rag me eo em euz anjandret ac’hanoc’h en Jesus‐Christ, dre an Aviel.


Mes ni a gred penaos eo dre c’hras an Aotrou Jesus‐Christ e vezimp salvet, ni kerkoulz hag int.


Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e‐meaz euz ar c’hras.


rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho‐unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue.


Ha gras hon Aotrou a zo cresket dreist bar enoun, assambles gant ar feiz hag ar garantez a zo en Jesus‐Christ.


Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h holl! Amen.


Deuz eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus‐Christ.


pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he‐unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus‐Christ araog an holl amzeriou,


ho kalvet hen deuz da gement‐se dre hon Aviel, evit m’ho pezo ar gloar euz hon Aotrou Jesus‐Christ.


pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hrasse, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue;


An den a respontaz: Eun dra souezus braz eo ne ouefec’h ket a be leac’h ez eo; hag hen hen deuz digoret d’in va daou‐lagad!


Evel ma hen deuz he c’halloud divin roet deomp kement a zell ouz ar vuez hag ar biete, dre an anaoudegez euz an hini hen deuz hor galvet dre he c’hloar hag he vertuz;


Mes evel ma’z eo santel an hini hen deuz ho kalvet, evel‐se c’houi ive bezit santel en hoc’h holl gomportamant.


Hag e oa souezet o velet ne gredent ket; hag ez eaz dre ar villajennou tro‐var‐dro, en eur gelen.


Hogen, gouzoud a reomp ive penaos pep tra a dro da vad gant ar re a gar Doue, gant ar re a zo galvet hervez he volontez.


hag ar re a zo bet merket ganthan a‐ziagent, ar re‐ze hen deuz ive galvet; hag ar re hen deuz galvet, ar re‐ze hen deuz ive justifiet; hag ar re hen deuz justifiet, ar re‐ze hen deuz ive glorifiet.


Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a‐berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.


n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tugin Aviel ar C’hrist.


Hen discleria a ran deoc’h eta, breudeur: an Aviel em euz prezeget n’e ket a‐berz an den;


Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras,


Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled; gant aoun da redec pe da veza redet en vên.


ne fellaz ket deomp, eur momant hep‐ken, plega dezhe, evit ma kendalc’hje ar wirionez euz an Aviel en ho touez.


Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset,


Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl: Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez‐te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien?


Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep‐ken, houman: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan