Mes, pa deuot da bedi, mar hoc’h euz eun dra‐benag a‐enep unan‐benag, pardonit dezhan evit ma teuio ive ho Tad pehini a zo en env, da bardoni deoc’h hoc’h offansou.
En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, hag o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan.