Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 8:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet‐holl; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An eilvet ael a sonas, hag e voe stlapet er mor evel ur menez bras tanet holl. An deirvet lodenn eus ar mor a voe troet e gwad,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 8:8
13 Iomraidhean Croise  

rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag a lavaro d’ar menez‐ze: Sav alese, hag en em daol er mor, hep doueti en he galon, mes en eur gredi penaos e c’hoarvezo kement a lavar; great e vezo dezhan kement hen devezo lavaret.


Beza ho deuz ar galloud da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, e‐pad ma profetizint; ha beza ho deuz ar galloud da drei an dour en goad, ha da skei an douar a bep seurt gwalennou, ken alies ha ma fell dezhe.


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.


Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud.


An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra‐man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan