Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 7:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue,

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An holl aeled en em zalc’he en-dro d’an tron, d’an henaourien ha d’ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec’h azeuljont Doue

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 7:11
16 Iomraidhean Croise  

ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret:


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Hag el leac’h all, pa zeu da zigas adare ar C’henta‐ganet er bed, e lavar: Ra zeui holl elez Doue d’hen adori.


Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Mes hen a lavaraz d’in; Diwall da ober kement‐se; rag me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr‐man. Ador Doue.


Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan