Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 2:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Distro eta; anez me a zeuio d’az kavoud hep‐dale, hag e combattin en ho enep gant ar c’hleze euz va genou.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Az pez eta keuz, anez e teuin prest da’z kavout hag e stourmin outo gant kleze va genoù.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 2:16
15 Iomraidhean Croise  

Kemerit ive tokhouarn ar zilvidigez, ha kleze ar Spered, pehini eo ger Doue;


Ha neuze en em diskouezo an impi‐ze, pehini a vezo distrujet gant an Aotrou dre ar c’houezaden euz he c’henou, hag a vezo kasset da netra gant ar skeud euz he zonedigez.


Bez’ e oa ganthan en he zorn deo seiz stereden; euz he c’henon e teue eur c’hleze lem euz an daou du, hag e vizach a lugerne evel an heol e‐kreiz he nerz.


Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasphemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou‐ze; ha na zistrojont ket evit rei gloar dezhan.


Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl‐c’halloudec.


Hag ar rest a oe lazet gant ar c’hleze a zeue er meaz euz genou an hini a oa var ar marc’h; hag an holl lapoused a oe maget gant ho c’hig.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du:


Dalc’h sonj eta a be leac’h ez oud kwezet, kemer keuz, ha gra da oberou kenta; anez e teuin d’az kavoud dizale, hag e lammin da gantoleur euz he blas, ma na zistroez ket.


An hini a ro testeni euz an traou‐man, a lavar: Ia, dond a ran, dizale. Amen! Ia, deuz, Aotrou Jesus!


Setu, e teuan dizale; eürus an hini a vir komzou profesi al levr‐man!


ha dillad gwenn, evit ma vezi gwisket, ha na vezo ket gwelet ar vêz euz da noazder, ha louzou da lakaad ouz da zaou‐lagad, evit ma teui da velet. Repren ha castiza a ran ar re holl em euz karantez evithe; az pez zel eta, ha distro.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan