Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




Apocalyps 13:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c’henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




Apocalyps 13:2
27 Iomraidhean Croise  

Mes an Aotrou a zo bet choumet em c’hichen, hag hen deuz va c’hrenveet, evit ma vije ar bredication nerzus meurbed dreizoun, ha ma vije klevet gant an holl Jentiled; hag ez oun bet delivret euz a c’henou al leon.


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab.


Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet.


Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret: Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan?


Ar bempved eal a skulliaz he scudel var dron al loen; hag he rouantelez a zeuaz da veza teval; ha gant ar boan ho devoa, an dud a groge en ho zeod ho‐unan gant ho dent.


Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane.


Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals‐profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach; ho daou e oent taolet e‐beo ebarz al lenn a dan ardant, e‐kreiz ar soufr.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan