Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -




1 Yann 1:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 ar pez hon euz gwelet ha klevet eo a ziscleriomp deoc’h, evit ma ho pezo‐c’honi communion ganeomp. Hogen, hor c’hommunion a zo gant an Tad ha gant Jesus‐Christ he Vab.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 ar pezh hon eus gwelet ha klevet, a zisklêriomp deoc’h evit ma viot unanet ivez ganeomp. Hor c’henunvaniezh a zo gant an Tad ha gant e Vab Jezuz-Krist.

Faic an caibideil Dèan lethbhreac




1 Yann 1:3
38 Iomraidhean Croise  

Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus‐Christ, hon Aotrou, a zo fidel.


Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus‐Christ pehini ec’h euz digasset.


Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet.


evit ma vezint holl unan, evel ma’z oud enoun, o va Zad, hag evel ma’z oun enoud; evit ma vezint ive unan enomp‐ni; evit ma credo ar bed eo te ec’h euz digasset ac’hanoun.


Mar d’euz eta eur gonsolation‐benag er C’hrist, eur soulajamant‐benag er garantez, eur gommunion‐benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez‐benag,


Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed.


Ar pez a oa adaleg ar pen‐kenta, ar pez hon euz klevet, ar pez hon euz gwelet gant hon daou‐lagad, euz a behini hon euz sellet piz, hag hon euz touchet gant hon daouarn hon‐unan, divarben Ger ar vuez;


Rag ni a zo deuet da gaoud lod er C’hrist, mar dalc’homp stard beteg ar fin hon assurans kenta,


evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo;


Pedi a ran ar re Ancien pere a zo en ho touez, me pehini a zo ive Ancien assambles ganthe, ha test euz a souffransou ar C’hrist, ha lodennec euz ar gloar a dle beza diskouezet:


Dre‐ze, breudeur santel, pere hoc’h euz perz er vocation celestiel, considerit mad an abostol hag ar belegbraz euz ar feiz a anzavomp,


pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia‐karet,


Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra.


Hogen, ar c’helou hon euz klevet diganthan, hag a ziscleriomp deoc’h, eo ma’z eo Doue sclerijen, ha n’ez euz tevalijen e‐bed enhan.


Me a zisclerio da hano d’am breudeur; da veuli a rin e‐kreiz an assamble.


hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet‐mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou‐man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.


Hadleeteo d’in kaoud ar zantimant‐se ac’hanoc’h‐hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in.


da lavaret eo, penaos ar Jentiled a zo ken‐heritourien, hag e reont eur c’horf hep‐ken, hag ho deuz lod en he bromessa er C’hrist dre an Aviel;


Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus‐Christ, pehini a zo bet great evidomp a‐berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption;


hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


Digas a ran da zonj deoc’h, breudeur, euz an Aviel em euz prezeget deoc’h, hag hoc’h euz recevet, hag en pehini e kendalc’hit ferm,


Kement‐se ho deuz kavet mad, hag evit‐gwir, dleourien e oant ive dezhe; rag, mar ho deuz bet ar Jentiled lod euz ho madou spirituel, e tleont dond ive d’ho zicour en traou temporel.


Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug‐livet gant ar spount; rag mond a ran da ober eun œuvr en hoc’h amzer, eun œuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.


Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’h ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou,


Hogen, kenderc’hel a rent e doctrin an ebestel, a‐unan etrezhe, o terri ar bara assambles hag o pedi.


Tad just, ar bed n’hen deuz ket anavezet ac’hanoud; mes me, em euz da anavezet, hag ar re‐man ho deuz anavezet eo te ec’h euz va digasset.


Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re‐man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel‐domp‐ni.


Hag an hini hen deuz gwelet kement‐se, hen deuz roet testeni euz an dra‐ze (hag he desteni a zo gwir, hag hen a oar ez eo gwir ar pez a lavar), evit ma credot.


Rag n’e ket en eur heuil fablennou great gant finesse eo hon euz roet da anaoud deoc’h galloud ha donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; mes goude beza gwelet he vajeste gant hon daou‐lagad hon‐unan.


Lean sinn:

Sanasan


Sanasan