Salmoù 81 - Levr ar Psalmou 1873 (Williams)LXXXI PSALM. 1 Tridit o kana da Zoué, hor skoazel; en em laouenait o kana da Zoue Iakob. 2 Kemerit ar psalm, ha skoit war ann da-boulin: c’hoarit gand al liren c’houek ha gand ann délen. 3 Sonit gand ar c’hom-boud enn deiz al loar nevez, enn amzer choaset, deiz ar gouel braz. 4 Rag eul lezen eo enn Israel, hag eur c’helen euz a Zoué Iakob. 5 He lakaad a reaz evid testeni da Iosef p’az eaz er meaz euz ann Ejipt, e peleac’h em euz klevet eur langach ha na anave-zan ket. 6 Tennet em euz he skoaz euz a zindan ar bec’h; hag ho daou-am na zougchont mui ar podou. 7 Enn enkrez ec’h euz va galvet hag em euz da dennet a boan; respountet em euz d’id é leac’h kuzet ar gurun, da arnodet em euz e-tal dour ann enebiez. Selah. 8 Kleô va fobl, ha me a roiô testeni d’id: Israel, mar selaouez ac’hanoun; 9 Na vezo ket a Zoué nevez enn-od, ha na azeuli ket a Zoué a-ziaveaz; 10 Rak me eo ann Aotrou da Zoué, en deuz da dennet euz a zouar ann Ejipt: di-gor da c’henou ha me he c’hargo. 11 Hogen va fobl na glevaz ket va mouez; hag Israel na zelaouez ket ac’hanoun. 12 Ha me em euz ho lezet e ioul ho c’haloun; hag hi ho deuz kerzet enn hen-chou ho devezo great ho unan. 13 Ma en divije va fohl va selaouet, ma en devije kerzet Israel em henchou! 14 Buan em bije diskaret he enehou-rien; hag em bijé sa-vet va dourn war ar re a enkrezé anezho. 15 Ar ré ho devoa drouk ouc’h ann Aotrou, a vije dindan he zalc’h; hag ho amzer a vije padet e peh oad. 16 Hen en divijé maget anezho gant flour gwiniz; hag em hijé ho gwalc’het gant mel euz ar roc’h. |
Historical text first published by the British and Foreign Bible Society in 1873, who now maintain it.
British & Foreign Bible Society