Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 8

1 Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:

2 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Gwarizius on bet evit Sion eus ur warizi vras, gwarizius on bet eviti gant ur fulor bras.

3 Evel-henn e komz an AOTROU: En em dreiñ a ran war-zu Sion, bez' e vin o chom e-kreiz Jeruzalem. Jeruzalem a vo anvet: Kêr leal, ha menez AOTROU an armeoù: Menez santel.

4 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: C'hoazh e vo tud kozh ha maouezed kozh azezet war leurioù Jeruzalem, o kaout pep hini e vazh en e zorn en abeg d'an niver bras eus o deizioù.

5 Ha leurioù-kêr a vo leun a baotred yaouank hag a verc'hed yaouank o c'hoari war he leurioù.

6 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mar bez kement-se diaes ouzh daoulagad nemorant ar bobl-mañ en deizioù-se, hag ouzh va daoulagad e vo diaes? eme AOTROU an armeoù

7 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da saveteiñ va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.

8 O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.

9 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.

10 Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.

11 Met bremañ ne rin ket e-keñver nemorant ar bobl-mañ evel en deizioù kentañ, eme AOTROU an armeoù.

12 Rak an had a raio berzh, ar winienn a roio he frouezh, an douar a roio e broduadur, an neñvoù a roio o glizh, ha lakaat a rin nemorant ar bobl-mañ da berc'hennañ an holl draoù-se.

13 Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!

14 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Evel ma em eus soñjet ober droug deoc'h p'o deus ho tadoù atahinet va brouez, eme AOTROU an armeoù, ha ne'm eus ket bet keuz,

15 evel-se em eus divizet er c'hontrol, en deizioù-mañ, ober vad da Jeruzalem ha da di Juda. N'ho pet ket aon!

16 Setu an traoù a zleit ober: Komzit hervez ar wirionez pep hini d'e nesañ, barnit en ho torioù gant gwirionez ha reizhder evit ar peoc'h.

17 Na soñjit ket en ho kalonoù an droug an eil a-enep egile, na garit ket al leoù faos, rak an holl draoù-se a gasaan, eme an AOTROU.

18 Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:

19 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.

20 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Dont a raio c'hoazh pobloù ha tud eus kalz a gêrioù.

21 Ha tud ur gêr a yelo d'eben hag a lavaro: Deomp, deomp da bediñ an AOTROU, ha da glask AOTROU an armeoù! Fellout a ra din mont, me ivez!

22 Ha kalz a bobloù, ha broadoù galloudek a zeuio da glask AOTROU an armeoù e Jeruzalem, ha da bediñ an AOTROU eno.

23 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.

Lean sinn:



Sanasan