Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 7

1 Er pevare bloaz eus ar roue Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria, d'ar pevare deiz eus an navet miz, a zo miz Kislev,

2 pa voe kaset da di Doue Sharezer, Regem-Melek hag e dud, evit aspediñ an AOTROU,

3 hag evit komz ouzh aberzhourien ti AOTROU an armeoù hag ouzh ar brofeded, o lavarout: Ha dleout a ran gouelañ d'ar pempvet miz, ha yunañ, evel ma'm eus graet e-pad kement a vloavezhioù?

4 Komz AOTROU an armeoù a voe disklêriet din o lavarout:

5 Komz ouzh holl bobl ar vro hag ouzh an aberzhourien, ha lavar: Pa hoc'h eus yunet ha gouelet d'ar pempvet ha d'ar seizhvet miz, kement-se abaoe dek vloaz ha tri-ugent, hag-eñ eo evidon hoc'h eus yunet?

6 Ha pa hoc'h eus debret hag evet, ha n'eo ket c'hwi a zebre hag a eve?

7 Ha n'eo ket ar c'homzoù en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentañ, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hêrioù en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?

8 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Zakaria o lavarout:

9 Evel-henn e komze AOTROU an armeoù o lavarout: Barnit gant reizhder gwirion, bezit trugarezus ha truezus pep hini e-keñver e vreur,

10 na waskit ket an intañvez, an emzivad, an diavaeziad, ar paour, n'ijinit ket en ho kalon an droug an eil a-enep egile.

11 Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreñv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout.

12 Kaletaet o deus o c'halonoù evel an diamant evit chom hep kompren al lezenn nag ar c'homzoù a zisklêrie AOTROU an armeoù dezho dre e Spered, gant ar brofeded kentañ. Hag e voe ur gounnar vras a-berzh AOTROU an armeoù.

13 Ha neuze, evel n'o deus ket selaouet p'en deus galvet, en hevelep doare pa o deus galvet, ne'm eus ket selaouet, eme AOTROU an armeoù.

14 O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.

Lean sinn:



Sanasan