Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'harr o tont eus etre daou venez. Ar menezioù-se a oa menezioù arem.

2 Ouzh ar c'harr kentañ e oa kezeg rous, ouzh an eil karr kezeg du,

3 ouzh an trede karr kezeg gwenn, ouzh ar pevare karr kezeg marellet ha liv-flamm.

4 Neuze e komzis hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se, va aotrou?

5 An ael a respontas hag a lavaras din: Bez' int pevar avel an neñvoù, o tont eus al lec'h m'en em zalc'hent dirak Aotrou an douar holl.

6 Ar c'hezeg du ouzh unan eus ar c'hirri a ya etrezek bro an hanternoz, hag ar re wenn a ya war o lerc'h. Ar re varellet a ya war-zu bro ar c'hreisteiz.

7 Ar re flamm a zeuas er-maez hag a c'houlennas mont da redek dre an douar. Hag e lavaras dezho: It, redit war an douar. Hag e redjont war an douar.

8 Goude e c'halvas ac'hanon hag e lavaras din: Gwel, ar re a ya etrezek bro an hanternoz a laka va Spered da chom war vro an hanternoz.

9 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

10 Kemer digant dorn an harluidi, Heldai, Tobija ha Jedaja, ha kae te da-unan hiziv hag antren e ti Jozia mab Sofonia, el lec'h ma'z int erruet eus Babilon.

11 Kemer arc'hant hag aour, ha gra kurunennoù ganto, ha laka anezho war benn Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur.

12 Komz dezhañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu un den a zo Diwan e anv, a ziwano eus e lec'h hag a savo templ an AOTROU.

13 Eñ a savo templ an AOTROU, eñ a zougo ar c'hloar, eñ a azezo hag a reno war e dron, hag e vo aberzhour war e dron, hag etrezo o-daou e vo graet un unvaniezh a beoc'h.

14 Hag ar c'hurunennoù a vo evit Helem, evit Tobija, evit Jedaja hag evit Hen mab Sofonia, evel un eñvor e templ an AOTROU.

15 Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.

Lean sinn:



Sanasan