Zakaria 5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 5 1 Sevel a ris a-nevez va daoulagad hag e sellis, hag e welis ur roll o nijal. 2 Hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e respontis: Gwelout a ran ur roll o nijal, e hirder a zo ugent ilinad hag e ledander dek ilinad. 3 Hag e lavaras din: Ar vallozh eo en em skuilh war-c'horre an holl vro; hervezi pep laer a vo lamet kuit ac'hann, hag hervezi pep falstouer a vo lamet kuit ac'hann. 4 Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein. 5 An ael a gomze ouzhin a zeuas er-maez hag a lavaras din: Sav da zaoulagad, ha sell ouzh ar pezh a zo aze. 6 Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo. 7 Hag e welis ur golo plom savet, hag e oa eno ur wreg azezet e-kreiz an efa. 8 Hag e lavaras: Ar fallagriezh eo! Hag e taolas anezhi e-kreiz an efa, hag e taolas ar golo plom war an digor. 9 Hag o sevel va daoulagad, e sellis, hag e welis div wreg oc'h en em ziskouez. Avel a oa en o eskell; divaskell o doa evel divaskell ur c'hwibon, hag e savjont an efa etre an douar hag an neñvoù. 10 Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Da belec'h e kasont an efa? 11 Lavarout a reas din: Da sevel un ti dezhañ e bro Shinear; ha pa vo kempennet, e vo lakaet eno war e ziazez. |