Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Goude-se an ael a gomze ouzhin a zistroas davedon hag am dihunas, evel un den a zo dihunet eus e gousked,

2 hag e lavaras din: Petra a welez? Hag e lavaris: Sellout a ran, ha setu ez eus ur c'hantolor aour, gant ul lestr en e grec'h, hag e seizh lamp outañ, gant seizh korzenn evit ar seizh lamp e krec'h ar c'hantolor,

3 hag en e gichen ez eus div olivezenn, unan a-zehou d'al lestr, hag eben a-gleiz.

4 Hag e komzis o lavarout d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo an traoù-se, va aotrou?

5 An ael a gomze ouzhin a respontas o lavarout din: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.

6 Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.

7 Piv out menez bras, dirak Zorobabel? Plaenaet e vi. Lakaat a raio ar maen pennañ gant youc'hadegoù: A-drugarez, a-drugarez warnañ!

8 Komz an AOTROU a voe disklêriet din o lavarout:

9 Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.

10 Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.

11 Hag e komzis o lavarout dezhañ: Petra eo an div olivezenn, en tu dehou d'ar c'hantolor hag en tu kleiz?

12 Hag e komzis un eil gwech o lavarout dezhañ: Petra eo an daou skourr olivez a zo e-kichen an div gorzenn aour ma tever an aour drezo?

13 Hag e respontas din o lavarout: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.

14 Hag e lavaras: Int a zo an daou olevad, ar re en em zalc'h dirak AOTROU an douar holl.

Lean sinn:



Sanasan