Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis un den o kaout en e zorn ur gordenn-vuzuliañ.

2 Hag e lavaris: Mont a rez da belec'h? Respont a reas din: Da vuzuliañ Jeruzalem, evit gwelout pegement eo he ledander ha pegement eo hec'h hirder.

3 Ha setu ez eas er-maez an ael a gomze ouzhin, hag un ael all a yeas er-maez d'e gavout,

4 hag e lavaras dezhañ: Red, komz ouzh an den yaouank-se o lavarout: Annezet e vo Jeruzalem hep moger, en abeg d'an dud ha d'al loened niverus a vo en he c'hreiz.

5 Ha me a vo eviti, eme an AOTROU, ur voger-tan a-dro-war-dro dezhi, ha me a vo ar c'hloar en he c'hreiz.

6 Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.

7 En em savete, Sion, te hag a zo o chom e ti merc'h Babilon!

8 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Kaset en deus ac'hanon gant gloar etrezek ar broadoù o deus ho laeret, rak an hini a stok ouzhoc'h a stok ouzh mab e lagad.

9 Setu ez an da sevel va dorn a-enep dezho, hag e vint preizh ar re a oa o servijerien, hag e ouiot ez on bet kaset gant AOTROU an armeoù.

10 Laosk kriadennoù a levenez, ha bez laouen, merc'h Sion! Rak setu e teuan hag e chomin ez kreiz, eme an AOTROU.

11 Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.

12 Hag an AOTROU a berc'henno Juda evel e hêrezh en douar santel, hag e tibabo c'hoazh Jeruzalem.

13 Ra davo pep kig dirak an AOTROU! Rak dihunet eo er-maez eus e chomadur santel.

Lean sinn:



Sanasan