Zakaria 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 14 1 Setu e teu un deiz evit an AOTROU, ha da ziwisk a vo lodennet ez kreiz. 2 Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr. 3 An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann. 4 E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz. 5 Hag e tec’hot dre an draonienn-menez-mañ, rak an draonienn-menez a astenno betek Azel. Tec’hout a reot evel ma hoc’h eus tec’het dirak ar c’hren-douar, en deizioù Ozia roue Juda. Neuze e teuio an AOTROU va Doue, hag an holl sent a vo ganit. 6 En deiz-se e c'hoarvezo na vo ket a sklêrijenn, met ar gouloù prizius a dec'ho. 7 Hennezh a vo un deiz dibar, anavezet gant an AOTROU. Ne vo na deiz na noz, met d'abardaez e vo sklêrijenn. 8 En deiz-se e c'hoarvezo ma vo doureier a vuhez o tont eus Jeruzalem, un hanter etrezek mor ar sav-heol, hag an hanter all etrezek mor ar c'huzh-heol. Hag e vo evel-se en hañv hag er goañv. 9 An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ. 10 An holl vro a zeuio da vezañ evel ur blaenenn, eus Geba betek Rimmon e kreisteiz Jeruzalem. Ar gêr a vo uhelaet hag a chomo en he lec'h, eus dor Benjamin betek an nor Gentañ, betek dor ar C'herniel, hag eus tour Hananeel betek gwaskelloù ar Roue. 11 An dud a vo o chom enni ha ne vo ken a zistruj, met Jeruzalem a chomo e surentez. 12 Ha setu amañ ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant an holl bobloù o devo brezelet a-enep Jeruzalem: Lakaat a raio o c'hig da vreinañ e-pad ma vint en o sav war o zreid, o daoulagad a vreino en o zoulloù, hag o zeod a vreino en o genoù. 13 En deiz-se e c'hoarvezo ma vo en o zouez un drubuilh vras a-berzh an AOTROU. Kregiñ a raint an eil en dorn egile, hag e savint o daouarn an eil a-enep egile. 14 Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras. 15 An hevelep gouli a vo war ar c'hezeg, war ar muled, war ar c'hañvaled, war an ezen, ha war an holl loened a zo er c'hampoù-se, ur gouli heñvel ouzh egile. 16 Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù. 17 Ha mar bez unan bennak eus tiegezhioù an douar ha ne bigno ket da Jeruzalem evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, ne vo ket glav evitañ. 18 Ha ma ne bign ket tiegezh an Ejipt, ma ne zeu ket, ne vo ket glav evitañ, hag e kouezho ar gouli a skoio an AOTROU drezañ gant ar broadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù. 19 Hennezh a vo poan pec'hed an Ejipt, ha poan pec'hed an holl vroadoù na bignint ket evit lidañ gouel an Tabernakloù. 20 En deiz-se e vo skrivet war gleier ar c'hezeg: SANTELEZH D'AN AOTROU. Ha kaoterioù ti an AOTROU a vo evel an hanafoù dirak an aoter. 21 Ha pep kaoter e Jeruzalem hag e Juda a vo santelaet evit AOTROU an armeoù. An holl re a aberzho, a zeuio da gemer diouto evit poazhañ kig enno. Ha ne vo Kananead ebet e ti AOTROU an armeoù, en deiz-se. |