Zakaria 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded. 2 En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded. 3 Ha ma en em laka unan bennak c'hoazh da brofediñ, e dad hag e vamm o deus e c'hanet a lavaro dezhañ: Na vevi ken, rak gevier a lavarez en anv an AOTROU! Hag e dad hag e vamm o deus e c'hanet a doullo anezhañ pa vo o profediñ. 4 En deiz-se e vo mezhek ar brofeded, pep hini eus e weledigezh, pa ro e brofediezh; ha ne wiskint ken ur vantell a vlev evit lavarout gevier. 5 Pep hini a lavaro: N'on ket ur profed, me 'zo ul labourer-douar, rak prenet on bet adalek va yaouankiz. 6 Ha pa vo lavaret dezhañ: Petra eo ar goulioù-se a zo ez taouarn? E responto: E ti va mignoned eo, int bet graet din. 7 Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan. 8 Hag e c'hoarvezo er vro holl, eme an AOTROU, ma vo lamet kuit div lodenn anezhi, hag a yelo da goll, ha ma chomo an drederenn. 9 An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue. |