Zakaria 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 1 Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz: 2 Setu, ober a rin eus Jeruzalem un hanaf mezevellus evit an holl bobloù tro-dro, hag ivez evit Juda er seziz a-enep Jeruzalem. 3 En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep. 4 En deiz-se, eme an AOTROU, e skoin gant spont war an holl gezeg, ha gant follentez war o marc'hegerien. Va daoulagad a vo digor war di Juda, hag e skoin gant dallentez war holl gezeg ar pobloù. 5 Ha pennoù Juda a lavaro en o c'halon: Tud Jeruzalem a zo hon nerzh dre AOTROU an armeoù, o Doue. 6 En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem. 7 Hag an AOTROU a savetaio da gentañ teltennoù Juda, evit na savo ket gloar ti David ha gloar tud Jeruzalem dreist Juda. 8 En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo. 9 En deiz-se e c'hoarvezo ma klaskin distrujañ an holl vroadoù a zeuio a-enep Jeruzalem. 10 Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet. 11 En deiz-se e vo ur c'hañv bras e Jeruzalem, evel ma voe kañv Hadadrimmon e traonienn Megiddo. 12 Hag ar vro a raio kañv, pep tiegezh a-ziforc'h: tiegezh David a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Natan a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; 13 tiegezh Levi a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Shimei a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; 14 an holl diegezhioù all, pep tiegezh a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h. |