Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 11

1 Liban, digor da zorioù, ha ra zevo an tan da sedrez!

2 Siprez, huanadit! Rak kouezhet eo ar sedrezenn, ar re gaerañ a zo drastet. Dervennoù Basan, huanadit! Rak diskaret eo ar goadeg difaezhus.

3 Klevet eo ar vêsaerien o huanadiñ, rak distrujet eo o c'haerder; klevet eo al leonedigoù o yudal, rak distrujet eo lorc'h ar Jordan.

4 Evel-henn e komz an AOTROU va Doue: Mesa an deñved dileuriet evit ar gigerezh.

5 Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.

6 Rak n'espernin ken tud ar vro, eme an AOTROU, ha setu e lakain an dud etre daouarn an eil egile hag etre daouarn o roue. Bruzunañ a raint ar vro, ha ne zieubin ket eus o daouarn.

7 Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.

8 Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.

9 Hag e lavaris: N'ho mesain ken! Ra varvo an hini a zle mervel; ra yelo da goll an hini a zle bezañ kollet; hag evit ar re a chomo, ra zebro an eil kig eben.

10 Hag e kemeris va gwalenn Kaerder, hag e torris anezhi evit terriñ va emglev am boa graet gant an holl bobloù.

11 Torret e voe en deiz-se, hag evel-se ar re baourañ eus an tropell, ar re a sellas ouzhin, a anavezas e oa komz an AOTROU.

12 Lavarout a ris dezho: Mar kavit mat, roit din va gopr; anez na rit ket. Hag e pouezont evit va gopr tregont pezh arc'hant.

13 An AOTROU a lavaras din: Taol-se d'ar poder, ar gwerzh kaer-se o deus va frizet gantañ! Hag e kemeris an tregont pezh arc'hant, hag o zaolis e ti an AOTROU, evit ar poder.

14 Hag e torris va eil gwalenn, Unaniezh, evit terriñ ar vreudeuriezh etre Juda hag Israel.

15 An AOTROU a lavaras din: Kemer c'hoazh gwiskamant ur mêsaer diskiant.

16 Rak setu ez an da sevel er vro ur mêsaer na welo ket ar re a ya da goll, na glasko ket ar re a zo yaouank, na bareo ket ar re a zo gouliet, na vesaio ket ar re a zo yac'h. Met debriñ a raio a re lartañ, hag e tiframmo diouto betek o ivinoù.

17 Gwalleur d'ar mêsaer dizellezek, a zilez an tropell! Ra gouezho ar c'hleze war e vrec'h ha war e lagad dehou! Ra zisec'ho e vrec'h, ha ra vo dall-mik e lagad dehou!

Lean sinn:



Sanasan