Zakaria 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Goulennit ar glav digant an AOTROU, glav an diwezhañ amzer. An AOTROU a raio al luc'hed hag a roio deoc'h ur glav fonnus, ha da bep hini geot en e bark. 2 Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer. 3 Entanet eo va c'hounnar a-enep ar vêsaerien, hag e kastizin ar bouc'hed. Rak AOTROU an armeoù en deus gweladennet e dropell, ti Juda, hag e raio anezho evel e varc'h a enor er brezel. 4 Dioutañ e teuio ar maen-korn, dioutañ an tach, dioutañ gwareg ar brezel, dioutañ an holl bennoù-bras a-gevret. 5 Bez' e vint evel tud kadarn o vac'hañ fank ar straedoù en emgann. Stourm a raint, rak an AOTROU a zo ganto, hag ar varc'hegerien a vo mezhek war o c'hezeg. 6 Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo. 7 Efraim a vo evel un den kadarn; o c'halon a vo laouen evel dre ar gwin. O mibien en gwelo hag a laouenaio, o c'halon a sartaio en AOTROU. 8 Me a c'hwitello dezho hag e tastumin anezho, rak o dasprenet em eus, hag e liesaint evel m'o deus liesaet. 9 O stlabezet em eus e-touez ar pobloù, met er broioù pell o devo soñj ac'hanon, hag e vevint gant o mibien, hag e tistroint. 10 Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito. 11 Tremen a raio dre ar mor moan, hag e skoio war wagoù ar mor, hag holl donderioù ar stêr a vo disec'het: lorc'h Asiria a vo diskaret, ha bazh-roue an Ejipt a vo lamet. 12 O nerzhañ a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU. |