Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Zakaria 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 1

1 D'an eizhvet miz eus eil bloaz Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:

2 An AOTROU a zo bet gwall-gounnaret a-enep ho tadoù.

3 Lavarout a ri eta dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit din, eme AOTROU an armeoù, hag e tistroin deoc'h, eme AOTROU an armeoù.

4 Na vezit ket evel ho tadoù, a zo bet galvet gant ar brofeded kentañ o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Distroit diouzh hoc'h hentoù fall ha diouzh ho kwall oberoù. Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket taolet evezh ouzhin, eme an AOTROU.

5 Ho tadoù, pelec'h emaint? Hag ar brofeded-se, ha bevañ a reont bepred?

6 Koulskoude va c'homzoù ha va reolennoù am boa roet da'm servijerien ar brofeded, daoust ha n'o deus ket tizhet ho tadoù? Distroet int ha lavaret o deus: Kement en doa divizet AOTROU an armeoù ober deomp, hervez hon hentoù hag hon oberoù, en deus graet warnomp.

7 D'ar pevare deiz warn-ugent eus an unnekvet miz, a zo miz Shebad, en eil bloaz eus Dariuz, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Zakaria mab Berekia, mab Iddo, o lavarout:

8 E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.

9 Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.

10 An den en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a respontas o lavarout: Int eo ar re en deus kaset an AOTROU evit ergerzhout an douar.

11 Hag e komzjont ouzh ael an AOTROU en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta o lavarout: Ergerzhet hon eus an douar, ha setu, an douar holl a zo sioul hag e peoc'h.

12 Neuze ael an AOTROU a gomzas o lavarout: AOTROU an armeoù, betek pegoulz na'z po ket truez ouzh Jeruzalem hag ouzh kêrioù Juda, ma'z out kounnaret en o enep abaoe dek vloaz ha tri-ugent?

13 Hag an AOTROU a respontas komzoù mat, komzoù frealzus, d'an ael a gomze ouzhin.

14 Neuze an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Kri ha lavar: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Fromet on evit Jeruzalem hag evit Sion gant ur warizi vras,

15 kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.

16 Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Distroet em eus etrezek Jeruzalem gant truez. Va zi a vo adsavet enni, eme AOTROU an armeoù, hag ar gordenn a vo astennet war Jeruzalem.

17 Kri c'hoazh o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Va c'hêrioù a vo c'hoazh leun a vadoù, hag an AOTROU a frealzo c'hoazh Sion, hag a zibabo c'hoazh Jeruzalem.

18 Goude e savis va daoulagad hag e sellis, hag e welis pevar c'horn.

19 Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.

20 Goude an AOTROU am lakaas da welout pevar gov.

21 Hag e lavaris: Petra a zeu d'ober ar re-mañ? Hag e respontas o lavarout: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, ken na grede den sevel e benn, hag ar re-mañ a zo deuet d'o spontañ, da ziskar kerniel ar broadoù o deus savet o c'horn a-enep bro Juda evit he stlabezañ.

Lean sinn:



Sanasan