Titus 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Traoù da gelenn d’ar gristenien 1 Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat, 2 ra vo ar re oadet poellek, dereat, diazez, yac’h er feiz, er garantez, er basianted, 3 ra o devo ivez ar gwragez oadet an diavaez a zere ouzh ar santelezh, ra ne vint na droukkomzerezed, na re dechet d’ar gwin, ra gelennint ar mad, 4 evit ma teskint d’ar re yaouank karout o ezhec’h hag o bugale, 5 bezañ diazez, diorged, aketus en o zi, mat, sentus ouzh o ezhec’h, evit na vo ket droukkomzet a-enep ger Doue. 6 Ali en hevelep doare an dud yaouank da vezañ diazez, 7 ro da-unan en holl draoù skouer an oberoù mat, er gelennadurezh, er burentez, er siriusted, en onestiz, 8 en ur ger yac’h, divlam, evit ma vo an enebourien mezhekaet o vezañ n’o devo droug ebet da lavarout ac’hanoc’h. 9 Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien, 10 da laerezh netra, met da ziskouez ur fealded leun, evit lakaat da enoriñ en holl draoù kelennadurezh Doue hor Salver. 11 Rak gras Doue a ro ar silvidigezh a zo en em ziskouezet d’an holl dud, 12 hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue, 13 o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist, 14 a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat. 15 Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout. |