Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

S. Jakes 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4 Sentit eta ouzh Doue

1 A-belec’h e teu en ho touez an emgannoù hag an tabutoù? Ha n’eo ket eus ho kwallyouloù a stourm en hoc’h izili?

2 C’hoantaat a rit ha ne berc’hennit ket. Muntrerien oc’h ha gwarizius, ha ne c’hellit ket resev ho kwalc’h. Stourm a rit ha brezeliñ, ha koulskoude ne berc’hennit netra peogwir ne c’houlennit ket.

3 Goulenn a rit ha ne resevit ket abalamour ma c’houlennit fall, evit dic’hoantañ ho kwallyouloù.

4 Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.

5 Ha soñjal a rit e lavar ar Skritur en aner penaos: ar Spered a chom ennomp en deus c’hoantoù a zoug d’ar warizi?

6 Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.

7 Sujit eta da Zoue, harpit ouzh an diaoul hag e tec’ho diouzhoc’h.

8 Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.

9 Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.

10 En em izelait dirak an Aotrou hag ec’h uhelaio ac’hanoc’h.

11 Breudeur, na zroukkomzit ket en eil diwar-benn egile. An hini a zroukkomz diwar-benn ur breur pe a varn e vreur, a zroukkomz diwar-benn al lezenn hag a varn al lezenn. Ha mar barnez al lezenn, n’out ket un oberour eus al lezenn met ur barner.

12 Ul lezenner hepken a zo, an hini a c’hell salviñ ha koll, te avat piv out, te hag a varn ar re all?

13 Bremañ, ouzhoc’h ar re a lavar: Mont a raimp hiziv pe warc’hoazh d’ar gêr-mañ-gêr, hag e tremenimp eno ur bloavezh, da werzhañ ha da c’hounit.

14 N’ouzoc’h ket petra a vo warc’hoazh. Rak petra eo ho puhez? N’eo nemet ur vogedenn en em ziskouez evit un nebeud amzer hag a dec’h goude.

15 Kentoc’h e tlefec’h lavarout: Mar fell d’an Aotrou, e vevimp hag e raimp an dra-mañ pe an dra-se.

16 Met bremañ e kavit gloar en ho fougeoù. Pep fouge a seurt-se a zo fall.

17 Hennezh eta a anavez ar mad a dlefe d’ober ha n’henn gra ket, a bec’h.

Lean sinn:



Sanasan