Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

S. Jakes 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3 An teod

1 Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.

2 Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.

3 Setu, e lakaomp gweskennoù e genoù ar c’hezeg evit o lakaat da sentiñ ouzhimp, hag e troomp du-mañ ha du-hont o c’horf a-bezh.

4 Setu c’hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec’h ma fell d’ar sturier.

5 Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c’hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c’hell enaouiñ ur goadeg bras.

6 An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.

7 Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,

8 met den ebet ne c’hell doñvaat an teod, un droug eo na c’heller ket trec’hiñ, leun eo a vinim marvel.

9 Gantañ e vennigomp Doue an Tad ha gantañ e villigomp an dud deuet da vezañ hervez skeudenn Doue.

10 Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.

11 Hag e taol ur feunteun eus an hevelep digor dour dous ha dour c’hwerv?

12 Va breudeur, hag e c’hell ur wezenn-fiez reiñ olivez, pe ur winienn fiez? Evel-se feunteun ebet ne c’hell reiñ dour sall ha dour dous.


An div furnez

13 Ha bez’ ez eus en ho touez un den fur bennak ha skiantek? Ra ziskouezo e oberoù dre ur gundu vat gant douster ha furnez.

14 Met mar d-eus ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut en ho kalon, na dennit ket gloar ha na lavarit gaou ebet a-enep ar wirionez.

15 Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.

16 Rak e-lec’h ma’z emañ ur gred c’hwerv hag ur c’hoant a dabut, ez eus trubuilh hag oberoù drouk a bep seurt.

17 Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.

18 Frouezh ar reizhder a zo hadet er peoc’h evit ar re en em ro d’ar peoc’h.

Lean sinn:



Sanasan