Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Sofonia 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Gwalleur d'ar gêr disent ha saotret, d'ar gêr na ra nemet gwaskañ!

2 N'he deus ket selaouet ar vouezh, n'he deus ket degemeret ar reizhadur, n'eo ket en em fiziet en AOTROU, n'he deus ket tostaet ouzh he Doue.

3 He renerien en he c'hreiz a zo leoned o yudal, he barnerien a zo bleizi an abardaez na lakaont netra a-du evit ar mintin.

4 He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoù santel, gwallerien int e-keñver al lezenn.

5 An AOTROU a zo reizh en he c'hreiz, ne ra ket a zireizhder. Bep mintin e laka e varnedigezhioù er sklêrijenn, ha ne vank ket d'henn ober, met an den direizh n'anavez ket ar vezh.

6 Kaset em eus da netra broadoù, o zourioù a zo distrujet, gwastet em eus o straedoù, kement ken na dremen den enno. O c'hêrioù a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.

7 Hag e lavaren: Va doujañ a ri da nebeutañ, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoù.

8 Setu perak, va gortozit, eme an AOTROU, d'an deiz ma savin evit an diwisk. Rak divizet em eus dastum ar broadoù, ha bodañ ar rouantelezhioù, evit skuilhañ warno va c'hounnar, holl dan va fulor, rak an douar holl a vo lonket dre dan va gwarizi.

9 Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.

10 Eus tu all da stêrioù Kush, va azeulerien, merc'h va re stlabezet, a zegaso din profoù.

11 En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.

12 Lezel a rin ez kreiz ur bobl izel ha dinerzh, a lakaio he fiziañs en anv an AOTROU.

13 Nemorant Israel ne raio ket a zireizhder, ne lavarint ket a c'hevier, n'en em gavo ket en o genoù un teod touellus, met peuriñ a raint hag e tiskuizhint, ha ne vo den da spontañ anezho.

14 Kan a levenez, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a eürusted, Israel! Bez laouen ha laouena da galon, merc'h Jeruzalem!

15 An AOTROU en deus tennet ar setañsoù douget ez enep, pellaet en deus da enebour. Roue Israel, an AOTROU, a zo ez kreiz, ne weli ken ar gwalleur.

16 En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhañ.

17 An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.

18 Dastum a rin ar re a zo trist, pell diouzh ar bodadegoù meur; deuet int diouzhit, warno e pouez an dismegañs.

19 Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.

20 En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiñ, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.

Lean sinn:



Sanasan