Sofonia 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 1 Sellit pizh ouzhoc'h hoc'h-unan, broad divezh, 2 a-raok ma c'hano an urzh, ha ma tremeno an deiz evel ur bellenn, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h, a-raok ma teuio deiz kounnar an AOTROU warnoc'h! 3 Klaskit an AOTROU, c'hwi holl tud izel ar vro, c'hwi hag a ra ar pezh a c'hourc'hemenn! Klaskit ar wirionez, klaskit an douster! Marteze e viot lakaet e surentez en deiz kounnar an AOTROU. 4 Rak Gaza a vo dilezet, Askelon a vo un dismantr, kaset e vo kuit Asdod e-kreiz an deiz, hag Ekron a vo diskaret. 5 Gwalleur d'an dud a zo o chom e-kichen ar mor, da vroad ar Geretiz! Komz an AOTROU a zo a-enep deoc'h, Kanaan, douar ar Filistined! Da zistrujañ a rin betek na'z po den ken. 6 Ha bro ar mor ne vo nemet peurvanoù, logelloù mêsaerien ha parkoù deñved. 7 Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved. 8 Klevet em eus dismegañsoù Moab ha kunujennoù mibien Ammon, p'o deus dismegañset va fobl hag en em savet gant rogentez a-enep he harzoù. 9 Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno. 10 Kement-se a c'hoarvezo dezho en abeg d'o lorc'hentez, dre m'o deus dismegañset ha goapaet pobl AOTROU an armeoù. 11 An AOTROU a vo spontus en o enep, rak kas a raio da netra holl zoueoù an douar, ha pep den a stouo dirazañ en e vro, ha zoken holl inizi ar broadoù. 12 C'hwi ivez, Kushiz, c'hwi a vo lazhet dre va c'hleze. 13 Astenn a raio e zorn war-zu an hanternoz hag e tistrujo Asiria, ober a raio eus Niniv ur glac'har, ul lec'h sec'h evel ur gouelec'h. 14 Tropelloù a gousko en he c'hreiz, loened a bep seurt, ar pilikant hag an heureuchin a vo o chom e-touez togennoù e golonennoù. Kriadennoù a vo klevet ouzh ar prenestroù, an distruj a vo war an treuzoù, hag al lambrusk sedrez a vo lamet kuit. 15 Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn. |