Sofonia 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 1 1 Komz an AOTROU a voe disklêriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioù Jozia mab Amon, roue Juda. 2 Me a lakaio da vont da goll an holl draoù war-c'horre an douar, eme an AOTROU. 3 Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neñvoù ha pesked ar mor, hag abegoù da gouezhañ gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU. 4 Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien, 5 hag ar re a stou war an toennoù dirak arme an neñvoù, hag ar re a stou en ur douiñ dre an AOTROU hag en ur douiñ ivez dre o roue, 6 hag ar re a zistro diouzh an AOTROU, hag ar re ne glaskont ket an AOTROU ha ne soñjont ket ennañ. 7 Chom peoc'h dirak an Aotrou AOTROU! Rak tost eo deiz an AOTROU, rak an AOTROU en deus aozet un aberzh, ha santelaet en deus e re bedet. 8 En deiz aberzh an AOTROU, e kastizin ar briñsed ha mibien ar roue, hag an holl re a wisk dilhad estren. 9 Hag e kastizin en deiz-se an holl re a lamm dreist an treuzoù, hag ar re a leugn ti o aotrou a daerder hag a floderezh. 10 En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoù eus dor ar Pesked, yudadennoù eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoù. 11 Garmit c'hwi, tud Maklesh! Rak distrujet eo an holl re a werzh, distrujet eo an holl dud-se bec'hiet a arc'hant. 12 Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug. 13 O madoù a vo preizhet hag o ziez gwastet. Savet o devo tiez, met ne vint ket o chom enno, ha plantet o devo gwini, met n'evint ket eus o gwin. 14 Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv. 15 Un deiz a gounnar eo an deiz-se, un deiz a dristidigezh hag a anken, un deiz a zistruj hag a c'hlac'har, un deiz a deñvalijenn hag a zic'houloù, un deiz a goabr hag a vrumenn, 16 un deiz a shofaroù hag a c'halv-diwall a-enep ar c'hêrioù kreñv hag an tourioù uhel. 17 Lakaat a rin an dud en estrenvan, hag e kerzhint evel dalled, dre m'o deus pec'het a-enep an AOTROU. Hag o gwad a vo skuilhet evel ar poultr, hag o c'hig evel lastez. 18 Nag o arc'hant nag o aour ne c'hellint o dieubiñ en deiz kounnar an AOTROU, ha gant tan e warizi e vo kuzumet an douar holl. Rak dre un distruj leun ha trumm e skoio war holl dud an douar. |