Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 99 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 99

1 An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.

2 An AOTROU a zo bras e Sion, savet eo dreist an holl bobloù.

3 Ra vo meulet e anv bras ha spontus, rak santel eo.

4 Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.

5 Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak skabell e dreid, rak santel eo.

6 Moizez hag Aaron a voe e-touez e aberzhourien, ha Samuel e-touez ar re a c'halve e anv. Pediñ a raent an AOTROU, hag eñ a responte dezho.

7 Komz a rae outo er golonenn a goabrenn, miret o deus e destenioù hag al lezenn en doa roet dezho.

8 AOTROU hon Doue, o respontet ec'h eus. Bet out evito un Doue a bardon, en ur ober veñjañs eus o fec'hedoù.

9 Kanmeulit an AOTROU hon Doue, stouit dirak menez e santelezh, rak an AOTROU hon Doue a zo santel.

Lean sinn:



Sanasan