Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 98 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 98

1 Salm. Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez! Rak graet en deus traoù burzhudus, e du dehou ha brec'h e santelezh o deus gounezet an trec'h evitañ.

2 An AOTROU en deus roet da anavezout e silvidigezh, disklêriet en deus e reizhder dirak daoulagad ar broadoù.

3 Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Holl bennoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Doue.

4 C'hwi, an douar holl, laoskit kriadennoù a levenez d'an AOTROU, taolit kriadennoù laouen ha kanit!

5 Kanit d'an AOTROU gant an delenn, gant an delenn ha mouezh ar c'hanaouennoù!

6 Gant ar c'herniel ha son ar shofaroù, laoskit kriadennoù a levenez dirak ar Roue, an AOTROU!

7 Ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ, ar bed gant ar re a zo o chom ennañ!

8 Ra stlako ar stêrioù o daouarn, ra gano ar menezioù gant levenez dirak an AOTROU!

9 Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.

Lean sinn:



Sanasan