Salmoù 97 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 97 1 An AOTROU a ren. Ra drido an douar gant levenez, ra laouenaio an inizi niverus! 2 Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron. 3 An tan a gerzh dirazañ, hag a bulluc'h a bep tu e enebourien. 4 E luc'hed a lugern war ar bed, an douar a gren ouzh e welout. 5 Ar menezioù a deuz evel koar dirak an AOTROU, dirak Aotrou an douar holl. 6 An neñvoù a embann e reizhder, hag an holl bobloù a wel e c'hloar. 7 Ra vo mezhek an holl re a servij ar skeudennoù, hag ar re a denn gloar eus an idoloù! C'hwi, holl zoueoù, stouit dirazañ! 8 Sion he deus e glevet hag a zo bet laouenaet, merc'hed Juda o deus tridet gant levenez abalamour da'z parnedigezhioù, o AOTROU! 9 Rak te, o AOTROU, te eo ar Pennroue war an douar holl, te a zo savet uhel bras dreist an holl zoueoù. 10 C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall. 11 Ar sklêrijenn a zo hadet evit an hini reizh, hag al levenez evit ar re a zo eeun a galon. 12 Tud reizh, laouenait en AOTROU, meulit e anv santel. |