Salmoù 96 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 96 1 Kanit d'an AOTROU ur ganaouenn nevez, kanit d'an AOTROU, tud an douar holl! 2 Kanit d'an AOTROU, bennigit e anv, embannit e silvidigezh a zeiz da zeiz! 3 Disklêriit e c'hloar e-touez ar broadoù, e vurzhudoù e-touez an holl bobloù! 4 Rak an AOTROU a zo bras ha din a veuleudioù uhel. Burzhudus eo dreist an holl zoueoù, 5 rak holl zoueoù ar pobloù a zo idoloù, met an AOTROU a reas an neñvoù. 6 Ar splannder hag ar veurded a zo dirazañ, an nerzh hag ar gaerded a zo en e santual. 7 Roit d'an AOTROU, tiegezhioù ar pobloù, rentit d'an AOTROU gloar ha nerzh! 8 Rentit d'an AOTROU ar gloar dleet d'e anv. Degasit ar profoù, hag it d'e leurioù. 9 Stouit dirak an AOTROU gant bragerizoù sakr, krenit dirazañ, tud an douar holl! 10 Lavarit e-touez ar broadoù: An AOTROU a ren, setu perak eo start ar bed ha ne vrañsell ket. Barn a raio ar pobloù gant eeunder. 11 Ra laouenaio an neñvoù ha ra drido an douar gant levenez, ra dregerno ar mor gant kement a zo ennañ, 12 ra laouenaio ar maezioù gant kement a zo enno, ra gano a levenez holl wez ar c'hoadoù 13 dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez. |