Salmoù 95 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 95 1 Deuit, kanomp d'an AOTROU, laoskomp kriadennoù a levenez da roc'h hor silvidigezh. 2 En em ziskouezomp dirazañ gant meuleudioù, kinnigomp dezhañ hor c'hanaouennoù a levenez, 3 rak an AOTROU a zo un Doue bras, ur roue bras dreist an holl zoueoù. 4 En e zaouarn emañ donderioù an douar, dezhañ eo lein ar menezioù. 5 Dezhañ eo ar mor, e c'hraet en deus, hag e zaouarn o deus doareet an douar. 6 Deuit, stouomp, plegomp, daoulinomp dirak an AOTROU en deus hor graet. 7 Rak hon Doue eo, ni a zo ar bobl en deus mesaet, an deñved en deus renet. 8 Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalon evel e Meriba, evel en deiz Masa er gouelec'h; 9 ho tadoù o deus va zemptet ha va amprouet, hag e weljont va oberoù. 10 E-pad daou-ugent vloaz on bet heuget gant ar rummad-se, hag em eus lavaret: Ur bobl eo en em ziank o c'halon, n'o deus ket anavezet va hentoù. 11 Touet em eus eta em c'hounnar: N'antreint ket em diskuizh. |